Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Diouzh ar mintin, pa zao ar glizh

E-sao an ed hag ar gwinizh

E-sao an ed diouzh an douar

Na pa vez c’hoazh an heol klouar


Ouspen an heol a zao abred

Ouspenn ar gwinizh hag an ed

keleier fall dre ar c’hontre

A zao abretoc’h ewit an de


Ha tud Plogo, a lavare

En traon an tour an eil d’egile

Livirit din e gwirionez

Petra zo nevez er barrez


Petra zo nevez barz ar vro

Hag er parreziou tro-war-dro

Na pa welan war ar blassenn

Yann-Vari Kerloc’h tenval e benn


(Ar) Pezh a glevan a zo spontus

Ouspenn m’eo trist ha glac’harus

Gwerzhet eo Plogo da Bariz

Ur greizenn vras plas ar gwinizh


E plas an ed ur mekanik foll

A vije gouest da lac’han an holl

Petramant c’hoaz a-nebeutou

D’hor c’has er-maes eus hon douarou


Ewid hor c’has ’maes ne rayo ket

Warlec’h an had ’teuio an ed

Hag an ed ranker da zournan

Araok ma chomje da vreinan


Hag aman e parrez Plogo

An aotrou bras hag e gof teo

Pa teuio gand e roched gwenn

A zesko bale er vouilhen


Bez e tesko gand e ardou

Piw eo ar mestr war an douarou

Na pa ranko mond war e giz

Don dar vouilhen beteg Pariz


Ha breman p’eo echu va son

M’ho peus ket sonj vad deus an ton

Kanit anezi war un ton all

Ha kanit, kanit e giz Gwechall.

 

Pozioù brav-iskis Denez Abernot, mouezh flour Mona Jaouen heuliet ouzh ar gitar gant Gildas Beauvir, Kristian Desbordes ouzh ar violoñs. Blaz stourmoù riboulek dibenn ren Jiskar 1añ. Ne oan nemet keginer ha mevel bras ar strollad pa oa bet enrollet ar bladenn. Joa !

 

 

Kanet gant Stal Kant. Landerne, Kan al Loar 2015

 

 


 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :